Er yezhoniezh e vez implijet an termen rontder (saoz.: roundedness) war tachenn ar fonologiezh hag ar fonetik evit komz eus un doare gweuzadur vogalennek ma vez rontaet an diweuz pa vez distaget ur vogalenn.
Pa vez distaget ur vogalenn ront e vez digoret an diweuz e stumm ur ront keit ha ma vezont distegn pa distager ur vogalenn blaen pe nann-ront.
Implijet e vez kentoc'h an termen gweuzadur pa gomzer eus ar fed ma vez rontaet pe get ur kensonenn.
E darn vrasañ eus yezhoù ar bed e vez plaen ar vogalennoù a-raok keit ha ma vez ront ar vogalennoù a-dreñv, setu perak e vez isrannet ar vogalennoù etre vogalennoù a gentañ renk (plaen hag a-raok mui ront hag a-dreñv) ha vogalennoù a eil renk (ront hag a-raok mui plaen hag a-dreñv).
Hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel e c'heller implijout ur sin diakritek skreivet didan un arouezenn bennañ evit merkañ ar fed ma vez rontaet keit ha ma c'heller merkañ ar ved ma vez rontaet-krenn ur vogalenn dre skrivañ ur "w" bihañ a-us ha d'an tu-dehoù dezhi, da skouer e houpaeg ma vez diforc'het etre tri drez rontder: [x x̹ xʷ] pe [x x̜ʷ xʷ]. Div arouezenn ispisial all ez eus el LFE ledanaet: [ə͍] evit merkañ diweuz stegnet nann-ront ha [ʒœ] evit merkañ sonennoù ront-digor.
Daou doare rontder disheñver ez eus: rontadur endogweuzek (pe "moustret") ha rontadur ezogweuzek (pe "koagennek").
Peurliesañ pa vezont distaget ront e vez ezogweuzek ar vogalennoù a-dreñv keit ha ma vez endogweuzek ar vogalennoù ront a-raok.
E japaneg avat ez eo endogweuzek ar vogalenn a-dreñv serr hag e svedeg ez eo fonemek an daou doare rontder dre ma diforc'her e rannyezhoù 'zo etre vogalenn greiz etre plaen, endogweuzek hag ezogweuzek.
N'eus arouezenn ispsial ebet el LFE evit ober an diforc'h tre an daou daore rontader-se ha peurleisañ pa gomzer eus "rontder" hepmuiken e vez komprenet evel rondtadu ezogweuzek.